ETA

ETA
terrorist organization, aozadur armet, former entity
Deiziad krouiñ31 Gou 1959 Kemmañ
Designated as terrorist byStadoù-Unanet, Kanada, Unaniezh Europa, Spagn, Frañs Kemmañ
BrezelBasque conflict Kemmañ
StadSpagn, Frañs Kemmañ
Ideologiezh politikelBasque nationalism, revolutionary socialism, independentism, separatism, Abertzale left Kemmañ
Raklec'hiet gantEkin, ETApm (VIII) Kemmañ
Bro orinSpagn Kemmañ
SRGB color hex triplet003399 Kemmañ
Lec'h produiñEuskal Herria Kemmañ
Deiziad divodadur3 Mae 2018 Kemmañ
Operating areaEuskal Herria, Spagn, Frañs Kemmañ
Skoed-ardamez ETA
Izili an ETA o tennañ boledoù e-kerzh Devezh ar soudard euskarat e 2006
Murlivadur Republikan e Belfast (Iwerzhon) o tizkouez kengred ar vroadelourien iwerzhonat gant re ETA

Euskadi Ta Askatasuna, berraet en E.T.A. ([ˈɛːta] ; euskareg evit Euskadi Ha Frankiz), zo anv un aozadur dizalc'hour ha marksour-leninour ledvilourel euskarat a oa e bal krouiñ ur Stad dizalc'h ha sokialour en Euskadi, distag eus Stadoù Frañs ha Spagn. Oberiant eo bet etre an 31 a viz Gouere 1959 hag an 2 a viz Mae 2018 (loezadur ofisiel embannet gant e izili).

Emdroet en deus an aozadur kuzh-se eus ur strollad stourm ouzh renad Franco d'un aozadur sponterezh, hag anavezet eo evel-se gant Bro-C'hall, Spagn, Unaniezh Europa (betek 2009), Stadoù-Unanet Amerika hag all. Adalek 1968, hervez ar sifroù ofisiel ha kemenadennoù an ETA[1] eo bet lazhet gantañ 829 den[2], gloazet miliadoù, muturniet kantadoù[3] ha skrapet dekadoù a dud, hep mennegiñ an tunadurioù fontoù a-leizh graet gantañ[4].

Bietan jarrai ("Dalc'hit d'an daou anezho") eo lugan ETA. Ober a ra dave d'an div skeudenn a gaver war banniel ETA, an naer (arouez an derc'hel kuzh hag ar gwidre) korvigellet en-dro d'ur vouc'hal (arouez an nerzh).

  1. (en) https://edition.cnn.com/2000/WORLD/europe/11/19/spain.eta/index.html
  2. (es) E-barzh pajennoù Ministrerezh an Diabarzh spagnol eo bet lazhet 823 den gant an ETA betek an 19/08/08
  3. (en) Pennad-skrid gant Joshua Hammer Smithsonian magazine, Miz Genver 2007
  4. Los extorsionados por ETA toman la palabra

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne